Breton
Anne a eu les honneurs de la presse : un article dans Le Télégramme du 15 novembre 2007.

Voici le texte :
Ur vuhez nevez ... e brezhoneg !
Pa oamp bet diplomet hor boa dibabet chom e bro Leon. Pa oa deuet ar mare da skoliata hon bugel kentañ e oa bet soñjet ganeomp lakaat e anv er c'hlas divyezheg evit kenderc'hel yezh e dud-kuñv.
Koulskoude, kerse e oa ganin chom hep kompren tamm ebet ar c'hoariva, ar barzhoniezh hag al labour-skol all. Ar familh o vrasaat hag an skoliataerezh o vont war-raok e kaven pouezus mestroniañ yezh ar skol. Hag ouzhpenn, o vezañ mamm er gêr am boa c'hoant adkavout un obererezh micherel.
Kizidikaet gant ar film Ronan Hirrien e oan en em gavet ar gevredigezh STUMDI. E-giz-se em boa kroget e miz gwengolo 2006 ar stummadur dibaouez e brezhoneg e-pad c'hwec'h miz er maner Keranden e Landerne.
E-pad ar stummadur-se e oa bet kinniget deomp eil oberiadenn Klaskerien ha Treizherien Soñjoù. Aozet gant kuzul departamant Penn-ar-Bed, an oberiadenn-mañ a vroud nevez-brezhonegerien bugale pe tud gour, da eskemm gant brezhonegerien a-vihanik. Un degouezh mat evit gomz er maez ar skol. Setu perak, em eus lakaet ma anv. Benn ar fin ni hon eus gounezet mamm-gozh ma gwaz ha me ur priz kentañ.
Hag evel lod eus ma c'hamaraded eus stummadur STUMDI e oan en em enskrivet en aotregezh brezhoneg e S.B.U (Skol-Veur Uhel e Roazon). Brezhoneg bremañ n'eo nemet yezh ar skol. Kavout a ra e blas er gêr ivez.
Evit an tu micherel, goude eizh bloavezh hep labour, deuet on da vezañ skoazellerez divyezkek er skol-vamm a-drugarez d'ar stummadur-se.
Disheñvel-tre d'am stummadur kentañ (Skol-Veur Gwir); un deiz bennak e vo e brezhoneg marteze.
Anne Tignac
Stajiadez e Stumdi e 2007
En français :
Anne souhaitait comprendre la lague utilisée par ses enfants à l'école. Elle a franchi le pas en suivant une
formation de six mois à Stumdi et en participant à l'opération Quêteurs de Mémoire. Le breton a désormais toute sa place dans sa vie familiale et également professionnelle.
Page précédente: Juvenile Justice Position Reviewed
Page suivante: Package ChuWiki en breton
